Grandes compagnies

Ur bagad meur taolennet o tagañ ur gêr. Betek ar vugale hag ar veleien a oa lazhet

Grandes compagnies (bandennoù bras, bagadoù bras e brezhoneg) a veze graet eus bagadoù goprsoudarded er Grennamzer, etre an XIIvet kantved hag ar XIVvet kantved, hag a veze dilabour e-pad ar mareadoù a beoc'h, hag a veve neuze war choug ar bobl. Ar c'hoprsoudarded-se a zeue neuze da vezañ « routiers » dre ma oant izili eus ur « route » (« bagad » e galleg an amzer-se).

Kentañ gwech ma voe niverus ar bagadoù-se en doare «routiers » a voe en XIIvet hag en XIIIvet kantved. Ar c'hoprsoudarded a oa bet anezho abaoe penn-kentañ an XIIvet kantved. Kemeret o doa perzh e brezel diabarzh Bro-Saoz (ma oa enebet ar roue Etienne ouzh Mathilde, mamm Herri II etre 1137 ha 1153)

Emgann Brignais e 1362, lu roue Bro-C'hall a zo flastret gant ur vodadenn 15000 soudard ezel d'ar bagadoù meur ar re Tard-Venus

Ral e oa gwelet bagadoù meur hag o c'habiten bezañ leal d'un roue pe d'un noblañs bras met lod anezho, en ur vezañ paeet, a chome leal d'un tu pe d'un den.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search